Julius Leber

Ur pennad Leber zo ivez.
Julius Leber en e brosez en miz Here 1944
E Biesheim (Haut-Rhin), panell c'hallek el leurgêr Jules Leber
... panell c'hallek el lec'h ma oa e di .

Julius Leber, ganet d'ar 16 a viz Du 1891 e Biesheim (Elzas) ha marvet d'ar 5 a viz Genver 1945 e Berlin (toull-bac'h Plötzensee), a oa ur politikour elzasat hag alaman, hag ur stourmer enepnazi.

Mab e oa da Katharina Schubetzer. Diwezhatoc'h e timezas e vamm da Jean Leber, ur masoner hag a anavezas ar bugel. En 1908 ec'h echuas Leber gant e studi e Breisach am Rhein, war-dro live ar breved, d'ober ur stummadur kenwerzhel en ul labouradeg paper-moger, e Breisach.

En 1910 edo e Freiburg im Breisgau en un Oberrealschule, hag o skrivañ pennadoù er c'hazetennoù hag o reiñ kentelioù amañ hag ahont da baeañ e studioù micherel.

En 1914 ez eas da soudard

En 1921 e teuas Leber da vout pennskridaozer ar gazetenn sokialdemokrat Lübecker Volksboten, ma skrivas Willy Brandt enni ivez pa oa skoliad c'hoazh e deroù ar bloavezhioù 1930. Etre 1921 ha 1933 e oa kuzulier-kêr e Lübeck. Evel kannad SPD er Reichstag adalek 1924 e reas war-dro ar politikerezh-difenn.

Leber, a-gevret gant ar sokialour Adolf Reichwein, a lakaas Stollad Komunourien Alamagn da gemer perzh er mennad da aozañ un taol-stad, met un den eus ar polis kuzh, ar Gestapo nazi, a oa en em silet e penn strollad ar gomunourien hag a werzhas Leber ha Reichwein, ha harzet e voen d'ar 5 a viz Gouhere 1944. D'an 20 e voe kaset da benn ar gwalldaol a-enep Hitler, hag anavezet e voe en devoa kenlabouret Leber gant an iriennerien.

Krouget e voe e toull-bac'h Plötzensee.


Developed by StudentB